Ober ar renabl

Ober ar renabl

Evit magañ hor preder e oa ret ober ar renabl eus ar pezh a soñj an dud eus un dra ken kizidik hag al labour-douar e Breizh. Graet hon eus ur studienn vras o c’houlennata al labourerien-douar hag ar Vretoned.

- Soñjal a ra al labourerien-douar, e gaou, ez int gwelet fall gant ar Vretoned.
- Deuet-mat eo al labour-douar d’ar Vretoned, ha karout a rafent gouzout hiroc’h.

A PEZH A LAVAR LABOURERIEN-DOUAR BREIZH DIMP

• 69 % eus al labourerien-douar a soñj ez eo aet skeudenn al labour-douar war washaat e-pad an 10 vloaz diwezhañ,
• 46 % eus al labourerien-douar a soñj ez int gwelet fall gant ar Vretoned.

Soñjal a ra dezho ez int gwelet fall ken ez int abalamour da dagadennoù ar c’hevredigezhioù a zifenn an endro, a vez roet ar gaoz dezho gant ar mediaoù.

Sontadeg graet e miz Du 2011 gant 2 000 a labourerien-douar eus Breizh

 

AR PEZH A LAVAR AR VRETONED DIMP

Ar Vretoned a gar al labourerien-douar ken e reont…
• 82 % zo deuet-mat labourerien-douar Breizh dezho,
• 69 % eus ar Vretoned zo deuet-mat labour-douar Breizh dezho (66 % e 1997),
• 94 % a soñj ne c’haller ket tremen hep al labour-douar evit diorren Breizh,
• 78 % a soñj e c’haller war un dro pleustriñ al labour-douar evel ma vez graet bremañ ha gwareziñ an endro.
• …Met anzav a reont ne anavezont ket mat al labour-douar, ha plijout a rafe dezho gouzout hiroc’h.
• Fiziañs o deus er pezh a lavar al labourerien-douar.
• Abeg a gavont ar pezh a vez lavaret gant ar mediaoù diwar-benn al labour-douar.

Ar Vretoned zo deuet-mat labour-douar Breizh dezho, met anzav a reont ne anavezont ket mat al labour-douar, ha plijout a rafe dezho gouzout hiroc’h. Hor c’hefridi : aozañ emvodoù evit mad al labourerien-douar ha mad ar Vretoned.

Enklask graet e miz C’hwevrer  2012 gant ar c’habined TMO o c’houlennata 800 a Vretoned.

 

 
Prenez date !
  • 19, 20 et 21 mai 2017 - Saint Brieuc

    Terralies

  • 25 mai - Pommerit Jaudy (22)

    Portes ouvertes festives du lycée Pommerit

  • 25 juin - Bretagne

    Tous à la Ferme ! 2017

Voir tous les événements