Hor gevredigezh

Un argerzh war hir dermen

Fellout a ra dimp lakaat labour-douar Breizh e-barzh un argerzh da vont war-raok evit mad an holl Vretoned. Gouzout a reomp ez eo amzerus an argerzh-se, setu omp krog d’ober ul labour don evit frammañ hon oberererezh ha lakaat anezhañ da badout.

Ober hor mad eus an arnodoù o deus graet berzh

E Suis hag en Izelvroioù ez eus bet renet argerzhoù heñvel gant labourerien-douar.
Kejet hon eus ganto evit magañ hor preder. Un dra hon eus desket diganto :
ret eo lakaat an digorded hag ar blijadur da dremen a-raok ar bedagogiezh.

 

Ur gwir spered kensevel

Graet hon eus un « dro Breizh » evit kaozeal eus ar raktres gant e-leizh a labourerien-douar hag a dud karget eus kevelourioù, eus aozadurioù labour-douar hag eus embregerezhioù. Gant un tregont emvod prientiñ bennak hon eus gallet sevel an argerzh a-stroll.

 

Mediaoù, paouez gant an disfiz

Kejet hon eus gant renerien mediaoù bras ar rannvro, ha kaozeadennoù fraezh hon eus bet ganto war ar roll a c’hallont c’hoari. War-lerc’h ar c’haozeadennoù-se e c’hallimp kenlabourat hag adreiñ ar gaoz d’al labourerien-douar.

 

Ur steuñv oberoù… evit diskouez labour-douar Breizh war vat !

Bodañ ha talvoudekaat obererezhioù kehentiñ al labourerien-douar.
1) Lakaat al Labourerien-douar eus Breizh da vezañ gwelet gwelloc’h,
2) Kenlabourat gant ar mediaoù,
3) Kaozeal gant ar Vretoned da-geñver abadennoù,
4) Kaout ur plas war Internet hag er rouedadoù sokial,
5) Kabaliñ evit hor skeudenn.

 

HOR MENNAD STRATEGEL

Hor c’herfridi :

Reiñ startijenn da skeudenn labour-douar Breizh o kreñvaat ar c’hendiviz etre al labourerien-douar hag ar Vretoned.
Ar gefridi e-keñver al LABOURERIEN-DOUAR :
- Kaout lorc’h en-dro pa reont o micher
Ar c’hefridioù e-keñver ar VRETONED :
- Deskiñ dezho petra eo ar vicher labourer-douar evit gwir
- Kaout anaoudegezh-vat a-berzh 3 milion a Vretoned

 

Hor pennreolennoù :

- Gwellaat hor skeudenn oc’h adkemer hor plas er mediaoù,
- Diabafiñ al labourerien-douar eus Breizh ha reiñ ar gaoz dezho,
- Ober ha diawelet kentoc’h eget bezañ war an difenn,
- Bodañ an holl gostezennoù,
- Diskouez pegen modern eo ar vicher labourer-douar,
- Bezañ digor

 

 
Prenez date !
  • 25 mai - Pommerit Jaudy (22)

    Portes ouvertes festives du lycée Pommerit

  • 25 juin - Bretagne

    Tous à la Ferme ! 2017

Voir tous les événements