Hor gweledigezh

Al labour-douar, ur binvidigezh rannet etre an holl vretoned

BOUED

Gant al labour-douar a vez produet er vro boued yac’h, asur, liesseurt ha marc’had-mat
• Emañ filierennoù Breizh o klask ar wellentez evit a sell ouzh ar c’halite, al liesseurted, ar c’hementadoù hag ar c’houst …

 

EKONOMIEZH


Breizh, 1añ rannvro Frañs evit al labour-douar
• Gant al labour-douar e vez graet tost da 40 % eus kengreadur embregerezhioù Breizh, pa lakaer an holl c’hennadoù mesk-ha-mesk.
• Kengreadur an embregerezhioù labour-douar e Breizh zo 8 miliard a €, ha hini ar greanterezhioù gounezvouederezh (GG) a sav da 20 miliard a €.

 

KEVREDIGEZH


1añ rannvro Frañs evit an niver a implijoù el labour-douar
• Gant 1 atant e vez krouet 5 implij war-eeun, da lavaret eo 170 000 a implijoù en holl.
• Krouiñ a ra al labour-douar ouzhpenn 30 % eus an implijoù eus holl embregerezhioù Breizh.
• Sikour a ra da zerc’hel buhez war ar maez.
 

ENDRO


Gant al labourerien-douar e vez roet buhez da Vreizh hag e vez dalc’het e ratre
• 185 500 km a c’hirzhier hag a gleuzioù a warez an douar, a ro bod d’al loened ha da liesseurted ar vuhez.

 

SEVENADUR


Gant al labour-douar ez eo aesoc’h deskiñ ar sevenadur d’ar rummadoù yaouank
• Ul lodenn vras eus sevenadur Breizh a gav hec’h orin el labour-douar.
• Gwareziñ a ra glad ar rannvro ha sikour a ra da zedennañ touristed.

 

 
Prenez date !
  • 19, 20 et 21 mai 2017 - Saint Brieuc

    Terralies

  • 25 mai - Pommerit Jaudy (22)

    Portes ouvertes festives du lycée Pommerit

  • 25 juin - Bretagne

    Tous à la Ferme ! 2017

Voir tous les événements