Piv omp ni ?

Klask gwellaat skeudenn al labour-douar Breizh

Emañ amzer da zont Breizh en hor barregezh da labourat asambles evit diorren un dachennad strujus m’en em skoazell an dud. Labourerien-douar eus Breizh zo un doare da gehentiñ a-stroll evit bodañ ar soñjoù hag an embregadennoù a greñva skeudenn war vat al labour-douar e Breizh.

En nevezamzer 2011 en em gav ur strollad labourerien-douar e Landivizio, startijenn ganto. O fal : gwellaat skeudenn gwallgaset al labour-douar e Breizh. O c’hredenn : filierenn al labour-douar hag ar gounezvouederezh er rannvro eo an doare gwellañ da ziorren Breizh. Ar pezh a fell dezho ober : bodañ an holl re a gred start n’eus ket a amzer da zont evit ar rannvro anez al labour-douar.

Ret eo bet dimp ledanaat ar c’helc’h buan a-walc’h evit gallout lakaat ar savboentoù tal-ouzh-tal. Goulennet eo bet ali ouzhpenn 1000 a labourerien-douar e-barzh kuzulioù-merañ ar c’hevelourioù, hag ivez ali kelennerien skol-veur, studierien, pennoù embregerezhioù ha hini ar gevredigezh Produet e Breizh.

Evit magañ hor preder e oa ret ober ar renabl eus ar pezh a soñj an dud eus un dra ken kizidik hag al labour-douar e Breizh. Graet hon eus ur studienn vras o c’houlennata al labourerien-douar hag ar Vretoned.

Setu ur film hag a gont istor ar gevredigezh, an oberennoù hag ar raktresoù da zont :

 

 
Prenez date !
  • 19, 20 et 21 mai 2017 - Saint Brieuc

    Terralies

  • 25 mai - Pommerit Jaudy (22)

    Portes ouvertes festives du lycée Pommerit

  • 25 juin - Bretagne

    Tous à la Ferme ! 2017

Voir tous les événements