Piv omp
Afficher la version française“Labourerien-douar Breizh” a zo ur gevredigezh (lezenn eus 1901) ha krouet e miz Genver 2012. Dibolitik ha war-zu sindika ebet eo.
An dud a zo e-barzh ar gevredigezh a zo tud wir (labourerien-douar pe reoù a-du) ha savadurioù labour-douar pe gounezvouedel (kevelourioù, aozadurioù micherel a zouar, embregerezhioù, skolioù a labour-douar, kevredigezhioù).
An doare-ober a zo skoazellet gant kumunioù ha kumuniezh-kumunioù Breizh.
Ar raktresoù a zo aozet gant strolladoù labour digor d’an holl izili.
Renet eo ar gevredigezh gant ur burev hag ur c’huzul melestradurezh.
Labourerien-douar breizh eo :
3700 ezel hiniennel (labourerien-douar et tud a-du)
164 aozadurioù hag embregerezhioù keveler
Muioc’h eget 200 kumun skoazell (skoazell eeun pe dre ur gumuniezh-kumunioù).
Oberoù evit kreñvaat an diviz etre al labourerien-douar hag ar vretoned
Hor oberoù a glask reiñ en-dro ar gomz d’al labourerien-douar ha kreñvaat an diviz gant an dud. Respont a reont neuze da gortozadenn kreñv ar vretoned hag a souten al labour-douar hag o deus c’hoant anavezout anezhi muioc’h.
● Gweladennoù tiegezhioù : dervezh dorioù digor “An holl en tiegezh !”, “Dizoloadennoù en tiegezh”.
● Kemer perzh e darvoudoù bras ar rannvro.
● “Troiad an hañv” war ar marc’hadoù hag al lec’hioù breizh touristel
● Testenioù labourerien-douar er mediaoù.
● Testenioù labourerien-douar war ar rouedadoù sokial.
● Krouiñ skorioù pedagogel war realded ar micher.
● Deadenn evit lakaat war well intrudoù kehent bed al labour-douar.
● Emelloù e-barzh skolioù a labour-douar evit kizidikaat ar re yaouank d’ar c’hehent.
● Agrichef : oberoù evit kaout kenober etre ar skolioù a labour-douar hag ar skolioù letierezh.
Hor doare da vezañ
Hor gevredigezh he deus c’hoant kemer e gont taol-lagad ar vevezerien war labour-douar breizh. En ur gomz gant an dud hon eus bet bet c’hoant disevel skeudenn produadurour al labour-douar eus breizh. Ur vadelezh evit an holl eo al labour-douar e breizh. Pediñ a reomp an holl bevezerien da gemer perzh e-barzh an diviz war labour-douar hor rannvro.
Rannvro ar produet-mat eo Breizh : un douar, un hin ; muioc’h eget 80% eus labourerien-douar breizh a zo e-barzh un doare d’ober a galite. Rannvro Breizh a zo ar rannvro kentañ war-zu an enklask hag an dioarradur, e blein an nevezadenn war al labour-douar ! Doareoù d’ober hag liesseurted ar produiñ gant orin ar produioù. Gwarentiñ a ra ar pezh a zo e-barzh hor asied. Hor merkoù gounezvouedel pe eus al labour-douar a zo maget gant skiant-prenet hol labourerezed-douar ha labourerien-douar.
Neuze, al labour-douar a rieñ da Vreizh 5 dra : boued, micherioù, ekonomiezh, endro ha kultur. An traoù-se a ra slogan hor gevredigezh : Labourerien-douar breizh, muioc’h eget magañ ac’hanoc’h !
Loc’hus eo bed al labour-douar da vagañ an dud. C’hoant hon eus e viche komprennet gant an dud hon doare da vezañ ha d’ober atav o vont war-raok. C’hoant hon dije kaout souten. Ma viche ar gwelentez-se e kreiz choaz an dud evit ho prennadennoù met ivez un dezverk a fiziañs.
Krouet hon eus ar c’hentañ hent-berr a titouroù evit ar bevezerien. Displeg a reomp hon doare d’ober, atav en araokadur. Hor dachenn a labour-douar a zo pinvidikaet gant seurtad hor sevel loened hag hor douaroù labouret. Hor produioù lec’hel a gont istor ha chemet ho tiegezhioù a familh.