Dizoloiñ al labour-douar e breizh

Afficher la version française

Al labour-douar e breizh eo 68 111 labourerez-douar ha labourerien-douar, 30 000 mevel a labour bemdez evit magañ ac’hanoc’h. Magañ a reont tro-dro 1/3 a c’hallaoued.

Well-wazh, un tiegezh eus breizh a ra 51 devezh-arat ha pep tiegezeh a reiñ labour da daou zen. Peurliesañ an tiegezhoù a zo renet gant familhoù hag evit reoù e vez treuzkaset an tiegezhoù abaoe rummadoù ! Muioc’h eget 26 000 tiegezh a zo e breizh, en e zouez 26% a zo maouezed o ren an tiegezh !

Ar rannvro a vev a-drugarez d’al labourerien-douar abalamour d’ar micherioù krouet. 7 den a vev a-drugarez d’ar saver laezh (laererezh, medisin-loened, …), ar saver moc’h a lak da labourat 5 den !

Breizh a zo rannvro kentañ al labour-douar evit sevel chatal hag evit un nebeut legumaj.

Produet e vez dreist-holl laezh, legumaj, mel, edaj, hag arabat ankounac’haet bed ar mor. Savet e vez moc’h, yer (evit ar c’hig hag ar vioù), saout, lapined, deñved ha givri.

Ar produioù a zo o tont eus labour-douar breizh a zo yac’h, sur ha mat. 83% eus al labourerien-douar eus breizh a gemer perzh e-barzh doareoù d’ober a galite (bio, Label rouge, AOP, AOC, IGP, …). Ouzhpenn ar sinoù a galit-se, engouestlañ a reont al labourerien-douar e-barzh dosser spisverkoù ha testeniekadur kalite goulennet gant o embregerezhioù hag o c’hevelourioù.

E 2019, 3 347 tiegezh a oa lakaet e bio, hep kontañ ar re a z’ ae war-zu ar bio. Tost omp ouzh c’hoantoù ar gevredigezh hag hini ar bezeverien. Al labourerien-douar a reizh o doareoù d’ober : ul labour-douar ekologel, nebeutoc’h a louzoù, gwellaat aezamant al loened, produiñ energiezh, … E blein an nevezadenn hag ar mont war raok, gwarentiñ a reont muioc’h a surentez evit ar boued. Kendalc’h a reont da wareziñ an natur.

Produiñ a reont ur magadurezh yac’h, sur ha mat. E 2020, gounezet o deus labourerezed-douar ha labourerien-douar breizh 135 medalenn e Konkour jeneral al Labour-douar hag a gopr ar gwellañ produioù. Ul loc’h eo magañ ac’hanoc’h gant boued a galite ha sikour da diorradur ar rannvro : Krouiñ micherioù, un ekonomiezh kreñv, hag hor degasenn evit an natur hag evit ar c’hultur !